MEUR RAS !

Posted: August 19, 2014 in breton, celtic solidarity
Tenniñ a ray ma fennad d’ar gouelioù etrekeltiek, en Oriant, an taol-mañ. N’eo ket ne vehe netra da lâret a-ziàr ar peurrest. Ret e vo din anzav kentoc’h, izel ma c’hribenn, em eus tremenet ur lodenn vat a ma amzer er gouelioù-mañ, tostik-mat ar re-mañ d’ar gêr, gwir eo. Bourraplted, sonerezh ha mignoniezh, met ivez euriadoù ha na vezont ket gouestlet da labourioù arall, pand eo ker berr ha prizius an amzer neoazh. Kement-mañ evit displeg an tu teñval, an tu “izel ma c’hribenn”.
Ma ! A-fet sonerezh e vez kont èl da gustum en Oriant : doc’h un tu e vez ker a-walc’h ar sonadegoù “bras”, an arvestoù, met doc’h an tu arall e c’heller klevet sonerezh ag ar c’hentañ troc’h evit ur priz dister pe a-vad. Ha paeiñ evit monet a-barzh ne dalv ket dalc’hmat e vo bravoc’h an traoù.
En ur sal-arvestoù propr ha brav hor boa selaouet doc’h daou strollad tud varrek met borodus ar sizhun dremenet. Padal, e-dan un deltenn digor d’an holl, àr un tammig leurenn e koad savet àr barrikoù goulle, setu daet deomp klevet ur strollad entanus, kement ha ken bihan ma faot din menegiñ o anv e-raok donet da galon ma c’haoz. “Pan de capazo” a vez graet anezhe, ur strollad ag ar Galiz, etre sonerezh ar vro-se ha sonerezh Hungaria mod klezmer. Pemp paotr barrek àr o benveger met ivez, ar pezh a zo a-bouez, mistri àr an energiezh ha tre da lakaat ur saliad tud da vreskenn en ur par berr. Hag oc’hpenn an dra-se c’hoazh, tud amiapl, sichant. Ur misi !
C’hoant am boa da lakaat ar gaoz amañ àr lec’h ar yezhoù keltiek er gouelioù. Pas kement-se ar brezhoneg – moaien zo er c’hlevet hag er gwelet er festival, gwir, met chom a ra e-leizh a labour d’ober evit ma vehe lakaet yezh ar vro àr wel hag en implij èl mand eo dleet – met ar yezhoù keltiek arall. Ma klaskec’h dizoloiñ ar gouezeleg pe ar c’hembraeg, pe donet da vout barrekoc’h er yezhoù-se, e oa paour ar peuriñ ar blez-mañ c’hoazh. Lâromp memes tra, evit bout onest, e veze graet un tañva, bep mintin, d’ar brezhoneg, d’ar c’hembraeg ha d’an iwerzhoneg. Met a-hend-arall, e teltennoù pep bro e veze diaes kavout peadra da ouiet pelloc’h àr ar yezhoù-se. Evit ar c’hembraeg, levr ebet er yezh pe a-ziàr ar yezh.
En despet da vro-Iwerzhon bout e-kreiz ar jeu ar blez-mañ, ne oa netra naket a-ziàr ar gouezeleg e-dan o zeltenn vras. Pas muioc’h e teltenn bro-Skos pe enez Manav. Neoazh eh eus ur vro hag a oa disheñvel er c’heñver-se : teltennig Kerne-Veur a oa enni ur stalennad levrioù hag ar braz anezhe a oa pe e kerneveureg, pe evit deskiñ ar yezh. Ha moaien a veze klevet kerneveureg get ar werzherion. Istoer ispisial ar c’herneveureg a zo kaoz marse o deus klasket lakaat o yezh àr-wel èl-mañ, met plijadur en deus graet din gwelet aze tud fier ag o yezh ha doc’h he diskouez dirak an holl, touristed ha-razh. Rak ar yezh(où), en-reizh, a zelehe bout, hag a vez lies e gwirionez, unan ag an traoù a zedenn an dud en ur vro bennak. Kement-mañ zo kaoz e fell din lâret bremañ evit o zrugarekaat : “Meur ras dhywgh !”.
Ha c’hoant am behe da lâret muioc’h a draoù c’hoazh, e gwirionez, met aze e chom labour din… Er blez 2015 e vo enoret Kerneveur hag enez Manav en Oriant, hervez-an-dailh. Un digarez e vo pechañs da vonet e darempred arre, hag a-dostoc’h get ar yezh c’hoar d’ar brezhoneg !

15 / 08 / 2014 | BILHEDOÙ, HO SOÑJ, PATRICK DRÉAN

Advertisements

Leave a Reply

Fill in your details below or click an icon to log in:

WordPress.com Logo

You are commenting using your WordPress.com account. Log Out / Change )

Twitter picture

You are commenting using your Twitter account. Log Out / Change )

Facebook photo

You are commenting using your Facebook account. Log Out / Change )

Google+ photo

You are commenting using your Google+ account. Log Out / Change )

Connecting to %s