Kan Etrebroadel al Labourerien – The International in Breton

Posted: May 1, 2014 in breton
Kan Etrebroadel al Labourerien
 

War sav! tud daonet deus an douar !

kent mervel gant an naon, war sav

Ar skiant a gomz hag a lavar

Reiñ an diwezhañ taol-chav !

Ret eo teuler ae bed-kozh d’an traoñ

Mevelien paour war-sav, atav !

Greomp evit mad dezhi he c’haoñ

Bezomp mestr lec’h bezaň esklav !

An emgann diwerzhañ zo

Holl war sav hag arc’hoazh

Na vo er bed met ur vro

Da vihan ha da vraz

Etrezomp na n’eus salver ebet,

Na pab, na doue, na den all !

Ha deomp hon unan a vo ret

Ober amañ ar gwir ingal

A-benn harzh laeron bras da noazout

Derc’hel ar spered en e blom

C’hwezomp hon c’hovel pe ‘vefomp boud

Ha dav d’an houarn keit m’eo tomm !

Ar stad a zo fall, pep lezenn kamm

An deog a wad ar paour-kaez den

Deverioù d’ar re vras n’eus foeltr tamm

Gwirioù ar paour-kaez zo ven

Awalc’h eo dindan vestr kastiañ

Al lealded c’houlenn traoù all

Dindani vefomp holl memes tra

Gant deverioù droejoù ingal.

Ken hudur en kreiz o brazoni

Hon mistri

war an holl labour

Deus graet biskoazh nemet ransoniñ

Laerezh poan ar micherour

Rag en prez kloz an dud didalvez

Kement vez krouet vez teuzet

Goulennomp vo rentet hep dale

D’ar bobl kaez ar pezh zo dleet !

Holl micherourien ha kouerijen

Memproù a labour er bed-mañ

Ar bed-mañ zo d’al labourerien

An dud didalvez diwarnañ

Deus hon c’hwezenn gwelit int lard mat

Na pa deufe ur seurt brini

Un deiz ar bed paour-mañ da guitaat

An heol zalc’ho da lugerniñ.

Garzh ebet ken kreiz-entre pep bro

An holl dud breudeur war ar bed

Ar brezeloù diot er blotoù

Dav d’ar re vraz c’hoazh mar bez ret

Evite na n’afomp biken ken

A-vilieroù d’en em drailhañ

War sav pa ‘mañ ar skiant o ren 

Deomp vo ret terriñ pe blegañ.

An Internationale

Laket en brezoneg gant Marcel Hamon

Advertisements

Leave a Reply

Fill in your details below or click an icon to log in:

WordPress.com Logo

You are commenting using your WordPress.com account. Log Out / Change )

Twitter picture

You are commenting using your Twitter account. Log Out / Change )

Facebook photo

You are commenting using your Facebook account. Log Out / Change )

Google+ photo

You are commenting using your Google+ account. Log Out / Change )

Connecting to %s